Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 3:13
15 Referencias Cruzadas  

evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.


Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.


Mar kinnig ur c’havr, e tegaso anezhi dirak an AOTROU.


Kinnig a raio anezhañ ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,


Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.


dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos