Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 6:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Gant petra ez in dirak an AOTROU hag e stouin dirak an Doue Uhel-Meurbet? Hag ez in gant loskaberzhoù, pe gant leueoù bloaz?

Ver Capítulo Copiar




Mika 6:6
39 Referencias Cruzadas  

David a lavaras d'ar C'habaoniz: Petra a rin evidoc'h? Gant petra e rin an dic'haou, evit ma vennigot hêrezh an AOTROU?


Petra a rentin d'an AOTROU? E holl vadoberoù a zo warnon.


Rak ar rouantelezh a zo d'an AOTROU, hag e ren war ar broadoù.


En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù, kinnigomp dezhañ hor c'hanaouennoù a levenez,


Deuit, stouomp, plegomp, daoulinomp dirak an AOTROU en deus hor graet.


Bez' ho po un oan disi, ur par, ganet er bloaz. E gemer a reot a-douez an deñved pe a-douez ar givri.


Mirout a ri: - Gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc'hemennet dit en amzer miz Abib, rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt, ha ne zeuior ket en goullo dirak va dremm.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù.


Ne vefe ket a-walc'h eus al Liban evit an tan, ha ne vefe ket a-walc'h eus al loened evit al loskaberzh.


Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.


Met pa'z aio pobl ar vro dirak an AOTROU evit ar gouelioù, an hini a yelo e-barzh dre hent dor an hanternoz evit azeuliñ a yelo kuit dre hent dor ar c'hreisteiz, hag an hini a yelo e-barzh dre hent dor ar c'hreisteiz a yelo kuit dre hent dor an hanternoz, ne zistroio ket dre hent an nor ma oa aet e-barzh drezi, met ez aio kuit dre an hini rag-enep.


Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.


Beltshazar, penn an hudourien, evel ma ouzon emañ spered an doueoù santel ennout ha n'eus netra kuzhet diaes dit, setu gweledigezhioù va huñvre ha lavar din an disklêriadenn anezho.


O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c'hloar hag an enor.


Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.


Mont a raint gant o deñved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhañ, en em bellaet eo diouto.


Mar kinnigit loskaberzhoù ha donezonoù, ne blijont ket din, ne sellin ket ouzh hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù a reot gant ho leueoù lart.


ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,


Setu, un den a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr mat, peseurt mad a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?


ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.


hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.


Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?


Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, va c’hlaskit n’eo ket abalamour m’hoc’h eus gwelet mirakloù met abalamour m’hoc’h eus debret bara ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h.


O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc’h hent ar silividigezh.


Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d’ober evit bezañ salvet?


O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?


Evit kement-se eo e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,


Ouzhpenn, pep beleg en em zalc’h bemdez oc’h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c’hellont morse lemel ar pec’hedoù kuit,


Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos