Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 17:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 rak ene ar c’hig a zo er gwad. E roet em eus war an aoter d’ober dic’haou evit hoc’h eneoù, rak ar gwad eo a ra dic’haou evit an ene.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 17:11
24 Referencias Cruzadas  

Hogen, ne zebrot ket ur c'hig gant e ene, e wad.


Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.


Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ.


Dre-se em eus lavaret da vibien Israel: Den eus ho touez ne zebro gwad, hag an diavaeziad o chom en ho touez ne zebro ket gwad.


rak ene pep kig eo; e wad eo e ene. Dre-se em eus lavaret da vibien Israel: Ne zebrot gwad kig ebet, rak ene pep kig eo e wad. Piv bennak a zebro dioutañ a vo lamet.


An aberzhour a gemero gant e viz eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad aoter al loskaberzhoù.


Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


Moizez en lazhas, a gemeras ar gwad, en lakaas gant e viz war gerniel an aoter hag en-dro dezhi, a c’hlanas an aoter, a skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter, hag a santelaas anezhi evit ober dic’haou warni.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec’hedoù.


Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz.


eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec’hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue,


O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc’h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar.


Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras


Koulskoude e vi sur na zebri ket ar gwad, rak ar gwad eo an ene, ha ne zebri ket an ene gant ar c'hig.


hon eus ennañ an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù.


Hag, o vezañ graet ar peoc’h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù.


Dre-se ivez Jezuz, evit santelaat ar bobl dre e wad e-unan, en deus gouzañvet en diavaez eus an nor.


An darn vuiañ eus an traoù a zo glanaet gant ar gwad hervez al lezenn, hag hep skuilhañ gwad n’eus ket a bardon.


dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos