Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
Jozue 22:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a vennigas anezho hag o c'hasas kuit, hag ez ejont d'o zeltennoù. |
Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
Neuze Jozef a zegasas Jakob e dad hag a ambrougas anezhañ dirak Faraon. Ha Jakob a vennigas Faraon.
P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv AOTROU an armeoù.
Hag e lodennas d'an holl bobl, da holl varead tud Israel, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin. Goude e tistroas an holl dud, pep hini d'e gêr.
David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!
D'an eizhvet deiz e kasas ar bobl kuit. Hag e vennigjont ar roue, hag ez ejont d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid e servijer ha da Israel e bobl.
Ul lodenn vras eus ar bobl, kalz eus Efraim, Manase, Isakar ha Zabulon ne oant ket glanaet, hag e tebrjont ar Pask, hep ober evel ma'z eo skrivet. Met Ezekiaz a bedas evito o lavarout: An AOTROU hag a zo mat, ra bardono da bep hini
Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU ; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas.
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.
Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
Neuze Samuel a lavaras dirak ar bobl gwirioù ar rouantelezh, hag o skrivas en ul levr, a lakaas dirak an AOTROU . Ha Samuel a gasas kuit an holl bobl, pep hini d'e di.
Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantañ e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.
Eli a vennigas Elkana hag e wreg o lavarout: Ra roio an AOTROU dit bugale eus ar wreg-mañ, evit ar prest he deus graet d'an AOTROU . Hag e tistrojont d'o c'hêr.