Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 6:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 6:20
23 Referencias Cruzadas  

E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


David a zañse a holl nerzh dirak an AOTROU. Gourizet e oa gant un efod lin.


Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.


P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv AOTROU an armeoù.


Hag e lodennas d'an holl bobl, da holl varead tud Israel, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin. Goude e tistroas an holl dud, pep hini d'e gêr.


Hag an holl bobl a yeas kuit, pep hini d'e di. David a zistroas da vennigañ e di.


Mibien a netra e oant, mibien hep anv, a zo bet kaset kuit eus ar vro.


Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.


Salm David; kanaouenn evit dedi e di.


Na vez ket drouk dreistmuzul, ha na vez ket diskiant, perak e varvfes a-raok da amzer?


Pêr a oa e traoñ ar porzh hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur.


E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.


Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc’hfe va zreid din!


Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .


Hag e rojont dezhañ dek ha tri-ugent pezh arc'hant eus ti Baal-Berid, hag Abimelek a c'hopraas ganto peorien-gaezh ha foeterien-hent a zeuas war e lerc'h.


Mibien Saül a oa Jonatan, Jishvi ha Malkishua. Anvioù e ziv verc'h a oa ar re-mañ: Merab anv an henañ, Mikal anv ar yaouankañ.


Met Mikal merc'h Saül a garas David. Lavaret e voe da Saül, hag an dra a blijas dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos