Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.
Hiniennoù eus mibien Juda a reas o diazez e kêriadennoù war ar maez, e Kirjad-Arba hag en he c'hêriadennoù, e Dibon hag en he c'hêriadennoù, e Jekabzeel hag en he c'hêriadennoù,
va c'houlm, va hini beurvat a zo hec'h-unan, merc'h nemetañ he mamm, disi d'an hini he deus he c'hanet. Ar merc'hed yaouank o deus he gwelet hag o deus he galvet eürus; ar rouanezed hag ar serc'hed ivez, hag o deus he meulet.