Hag e lodennas d'an holl bobl, da holl varead tud Israel, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin. Goude e tistroas an holl dud, pep hini d'e gêr.
Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:
Goude-se an aberzhourien Levited a savas hag a vennigas ar bobl, hag o mouezh a voe klevet, hag o fedenn a yeas betek an neñvoù, chomlec'h santel an AOTROU.