Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 8:66 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

66 D'an eizhvet deiz e kasas ar bobl kuit. Hag e vennigjont ar roue, hag ez ejont d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid e servijer ha da Israel e bobl.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:66
30 Referencias Cruzadas  

Neuze Jozef a zegasas Jakob e dad hag a ambrougas anezhañ dirak Faraon. Ha Jakob a vennigas Faraon.


Neuze Salomon a zastumas henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, e Jeruzalem dirak ar roue Salomon, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.


mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro ar re o devo o harluet, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,


Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.


Pa echuas Salomon sevel ti an AOTROU ha ti ar roue, ha kement tra en doa Salomon c'hoant d'ober hag a blije dezhañ,


Hag Ezekiaz hag an holl bobl a laouenaas eus m'en doa broudet Doue ar bobl evel-se, rak an dra a voe graet buan.


Bez' e voe eta ul levenez vras e Jeruzalem, rak abaoe amzer Salomon mab David, roue Israel, ne oa ket c'hoarvezet un dra heñvel e Jeruzalem.


D'an trede deiz warn-ugent eus ar seizhvet miz, e kasas ar bobl kuit d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid, da Salomon ha da Israel e bobl.


Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.


Hag e kemerjont kêrioù kreñv ha douaroù druz, hag e perc'hennjont tiez leun a bep seurt madoù, puñsoù toullet, gwini, olived ha gwez-frouezh e-leizh, hag e tebrjont hag o doe o gwalc'h, deuet int lart hag e vevjont er plijadurioù dre da vadelezh vras.


Pedit evit peoc'h Jeruzalem! Ra o devo ar peoc'h ar re a gar ac'hanout!


Abalamour da di an AOTROU hon Doue, e c'houlennin evidout an eurvad.


Embann a rin madelezhioù an AOTROU, meuleudioù an AOTROU, evit an holl vadoberoù en deus sevenet evidomp an AOTROU, hag evit fonnusted e vadelezh en deus sevenet evit ti Israel, en e drugarez hag e braster e garantez.


Kan a levenez, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a eürusted, Israel! Bez laouen ha laouena da galon, merc'h Jeruzalem!


Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d’egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Eno e laouenaiot dirak an AOTROU ho Toue, c'hwi, ho mibien, ho merc'hed, ho servijerien, ho mitizhien, hag al Leviad a vo e-barzh ho torojoù, rak n'en deus na lodenn na hêrezh ganeoc'h.


Debriñ a ri anezho dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue eus an holl draoù en devo resevet da zaouarn.


Eno e tebrot dirak an AOTROU ho Toue hag e laouenaiot, c'hwi hag ho tiegezhioù, eus an holl draoù en devo resevet ho taouarn hag en devo ho penniget an AOTROU ho Toue drezo.


Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez touez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.


En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait.


Jozue a vennigas anezho hag o c'hasas kuit, hag ez ejont d'o zeltennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos