Micherourien Salomon, micherourien Hiram hag ar C'hibliz a gizellas hag a gempennas ar c'hoad hag ar vein evit sevel an ti.
Jozue 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned bro ar C'hibliz hag al Liban holl war-zu ar sav-heol, adalek Baal-Gad e traoñ Menez Hermon betek digor Hamad, |
Micherourien Salomon, micherourien Hiram hag ar C'hibliz a gizellas hag a gempennas ar c'hoad hag ar vein evit sevel an ti.
Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.
Ha n'eo ket eus Kalno evel eus Karkemish? Ha n'eo ket eus Hamad evel eus Arpad? Ha n'eo ket eus Samaria evel eus Damask?
Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhañ da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e bro Hamad, e-lec'h ma voe barnet.
Henaourien eus Gebal hag he micherourien ijinus a zo bet en da greiz evit dresañ da freuzoù. Holl listri ar mor hag o martoloded a zo bet en da greiz evit ober kenwerzh gant da varc’hadourezh.
Tremenit e Kalne ha gwelit; it alese da Hamad-ar-Vras ha diskennit da C'had ar Filistined. Hag ez int gwelloc'h eget ar rouantelezhioù-mañ, hag o douaroù brasoc'h eget ho touaroù?
Pignat a rejont evit spiañ ar vro, adalek gouelec'h Zin betek Reob, o vont war-zu Hamad.
Distroit hag it kuit, deuit war-zu menez an Amoreaned hag el lec'hioù tro-dro, d'ar blaenenn, d'ar menez, d'an draonienn, d'ar c'hreisteiz, da aod ar mor, da vro ar Gananeiz, d'al Liban betek ar stêr vras, ar stêr Efratez.
Me az ped, ma tremenin ha ma welin ar vro vat-se a zo en tu all d'ar Jordan, ar menez mat-se hag al Liban.
adalek Menez Halak a bign da Seir, betek Baal-Gad e traonienn al Liban, e traoñ Menez Hermon. Hag e tapas ivez o holl rouaned, e skoas warno hag o lakaas d'ar marv.
ar Gananeiz eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz er menez, an Hevianed e traoñ an Hermon e bro Vizpa.
Setu rouaned ar vro a voe trec'het gant Jozue ha gant mibien Israel en tu-mañ d'ar Jordan, etrezek ar c'huzh-heol, adalek Baal-Gad e traonienn al Liban betek Menez Halak a bign da Seir; Jozue a roas da berc'hennañ da veuriadoù Israel, pep a lodenn,