Roue Asiria a gasas tud eus Babilon, eus Kuta, eus Ava, eus Hamad hag eus Sefarvaim, hag a lakaas anezho e kêrioù Samaria, e-lec'h mibien Israel. Hag e perc'hennjont Samaria, hag e chomjont en he c'hêrioù.
Pehini eus holl zoueoù ar broadoù-se, hag a zo bet distrujet a-grenn gant va zadoù, en deus gallet dieubiñ e bobl diouzh va dorn, evit ma c'hellfe ho Toue ho tieubiñ diouzh va dorn?
Ne vo kreñvlec'h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez' e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoù.
Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
Ar bobl-se a ra goap ouzh ar rouaned, ar briñsed a zo abeg he goapaerezh, c'hoarzhin a ra ouzh an holl greñvlec’hioù: berniañ a ra douar, hag e kemer anezho.