Evel-henn e komzot da Ezekiaz roue Juda o lavarout: Ra ne douello ket ac'hanout da Zoue ma fiziez ennañ o lavarout: Jeruzalem ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakaan da zont eus an hanternoz Nebukadnezar roue Babilon, roue ar rouaned, gant kezeg, kirri, marc'hegerien, hag un niver bras a dud.
Setu perak he deus tremenet hec'h uhelder e-biou da holl wez ar parkeier, liesaet eo bet he skourroù, hag he barroù o deus en em astennet a-drugarez d'an doureier bras he lakae da greskiñ.