10 P'en deus tapet va dorn rouantelezhioù an idoloù, hag o skeudennoù kizellet a oa dreist re Jeruzalem ha re Samaria,
Komz a raent eus Doue Jeruzalem evel eus doueoù broadoù an douar, ha n'int nemet oberoù daouarn an dud.
Ar roue a laka e fiziañs en AOTROU, ha dre vadelezh an Uhel-Meurbet ne vo ket brañsellet.
Va dorn en deus kavet pinvidigezhioù ar pobloù evel un neizh; evel ma tastumer vioù dilezet, em eus dastumet an douar holl, ha nikun n'en deus fiñvet e askell, na digoret e veg, na laosket ur griadenn.
ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.