Jeremiaz 9:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ra hastint ha ra tisklêrint warnomp ur werz, ra deuzo hon daoulagad e daeroù, ra redo an dour eus hor malvennoù. |
Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c'hwervded. Na hastit ket frealziñ ac'hanon diwar-benn diskar merc'h va fobl.
Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.
Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.
Ar vezh he deus debret labour hon tadoù adalek hor yaouankiz, o deñved hag o saout, o mibien hag o merc'hed.
Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.
Distruj war zistruj a zo embannet, rak an holl vro a zo gwastet. Va zeltennoù a zo gwastet a-daol-trumm, ha va zinelloù en ur par berr.
Merc'h va fobl, en em c'houriz eus ur sac'h ha ruilh el ludu, bez e kañv evel evit ur mab nemetañ, ha gouel daeroù c'hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.
Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec'h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.
Maouezed, selaouit komz an AOTROU, ra zegemero ho skouarn komz e c'henoù, kelennit d'ho merc'hed hirvoudiñ, hag an eil d'eben ober gwerzioù.
A-hed an noz e ouel hag an daeroù a c'holo he divjod. Nikun n'he frealz a-douez an holl re he c'hare. Hec'h holl vignoned o deus he zouellet, deuet int da vezañ hec'h enebourien.
Va daoulagad a zo faezh gant an daeroù, va c'hreizon a verv. Va avu en em stlabez war an douar en abeg da c'houli merc'h va fobl. Ar bugaligoù hag ar magadelloù a sempl war leurioù kêr.
Petore testeni a ginnigin dit? Gant petra ez keñveriin, merc'h Jeruzalem? Ouzh petra ez hañvalin evit da frealziñ, gwerc'hez merc'h Sion? Rak da c'houli a zo bras evel ar mor, ha piv az pareo?
O c'halon he deus garmet etrezek an Aotrou. Moger merc'h Sion, skuilh daeroù evel ur froud deiz ha noz. Na ro ket ehan dit, ha ra ne ziskuizho ket da ibil-lagad.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, an Aotrou: War an holl leurioù e vo klemmoù, en holl straedoù e vo lavaret: Siwazh! Siwazh! Galvet e vo d'ar c'hañv al labourer-douar, ha d'ar c'hlemm ar re a lavar klemmganoù.