Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Klemmganoù 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 O c'halon he deus garmet etrezek an Aotrou. Moger merc'h Sion, skuilh daeroù evel ur froud deiz ha noz. Na ro ket ehan dit, ha ra ne ziskuizho ket da ibil-lagad.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 2:18
14 Referencias Cruzadas  

Stêrioù dour a red eus va daoulagad, dre na virer ket da lezenn.


Krial a ran a-greiz va c'halon, respont din, AOTROU, hag e virin da reolennoù.


Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.


Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.


Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.


O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.


En abeg da-se eo e ouelan hag e teuz en dour va lagad. Ar frealzer a c'hellfe dic’hlac’hariñ va ene a zo aet pell diouzhin. Va mibien a zo mantret rak an enebour a zo kreñvoc'h.


A-hed an noz e ouel hag an daeroù a c'holo he divjod. Nikun n'he frealz a-douez an holl re he c'hare. Hec'h holl vignoned o deus he zouellet, deuet int da vezañ hec'h enebourien.


An AOTROU en doa graet e vennozh, distrujañ moger merc'h Sion. Astennet en deus ar gordenn warni ha n'en deus ket lamet e zorn a-raok bezañ he gwastet. Lakaet en deus e kañv an harz hag ar voger, a-gevret e klemmont.


Ne griont ket a galon etrezek ennon pa hirvoudont war o gweleoù. En em vodañ a reont evit gwinizh ha gwin, hag e tistroomp diouzhin.


Rak eus ar voger e kri ar maen, hag eus ar c'hoadaj e respont dezhañ an treust.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos