Izaia 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c'hwervded. Na hastit ket frealziñ ac'hanon diwar-benn diskar merc'h va fobl.
Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù ha gouelvanoù c'hwerv, Rachel o ouelañ he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezañ frealzet diwar-benn he mibien pa n'eus ken anezho.
Va c'hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c'halon! Va c'halon a lamm, ne c'hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec'h eus son ar shofar, kri ar brezel.
Merc'h va fobl, en em c'houriz eus ur sac'h ha ruilh el ludu, bez e kañv evel evit ur mab nemetañ, ha gouel daeroù c'hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.
Va daoulagad a zo faezh gant an daeroù, va c'hreizon a verv. Va avu en em stlabez war an douar en abeg da c'houli merc'h va fobl. Ar bugaligoù hag ar magadelloù a sempl war leurioù kêr.
En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.
Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras, Rachel o ouelañ he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezañ dic’hlac’haret, abalamour n’emaint mui.
Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c’hwervder.