Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 5:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, an Aotrou: War an holl leurioù e vo klemmoù, en holl straedoù e vo lavaret: Siwazh! Siwazh! Galvet e vo d'ar c'hañv al labourer-douar, ha d'ar c'hlemm ar re a lavar klemmganoù.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 5:16
23 Referencias Cruzadas  

Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù.


Mont a ra o c'hriadennoù a-dro-war-dro da harzoù Moab, o hirvoudoù betek Eglaim, o hirvoudoù betek Beer-Elim.


E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c'hourizañ ar sac'h,


Evel-henn e komz an AOTROU: Klevet hon eus ur vouezh a spouron, emañ ar spont, ha n'eus ket a beoc'h.


Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.


War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec'h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.


O stlabezañ a rin e-touez ar broadoù n'o deus ket anavezet, nag int nag o zadoù, hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo kuzumet anezho.


Setu perak e kañvaouo ar vro, hag hec'h holl dud a hirvoudo, gant loened ar parkeier ha laboused an neñvoù. Pesked ar mor zoken a varvo.


Labourerien-douar, bezit mezhek; gwinierien, garmit en abeg d'ar gwinizh ha d'an heiz: rak kollet eo eost ar parkeier.


Santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur, dastumit an henaourien hag holl dud ar vro e ti an AOTROU ho Toue, hag huchit etrezek an AOTROU:


Siwazh! Pebezh devezh! Rak devezh an AOTROU a zo tost, dont a ra evel ur freuz a-berzh an Holl-C'halloudeg.


Hirvoud evel ur werc'hez gourizet gant ur sac'h abalamour da bried he yaouankiz.


Selaouit ha bezit va zestoù a-enep ti Jakob, eme an Aotrou AOTROU, Doue an armeoù,


Setu perak e harluin ac'hanoc'h en tu all da Zamask, eme an AOTROU, Doue an armeoù eo e anv.


Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.


En deiz-se kanaouennoù ar palez a vo klemmvanoù, eme an Aotrou AOTROU. E pep lec'h e vo kalz a gorfoù marv a vo taolet didrouz.


En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.


En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue!


En em zerc’hel a raint pell gant aon rak hec’h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c’halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.


Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c’harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos