Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù.
Jeremiaz 9:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kerc'hit, galvit ar gouelerezed, ra zeuint, kasit etrezek ar maouezed fur, ra zeuint, |
Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù.
pa'z po aon rak ar pezh a zo uhel, pa vi spontet en ur gerzhout, pa vleunio an alamandezenn, pa zeuio pouezus ar c'hilhog-raden, ha pa vanko an naon, dre ma yelo an den etrezek e di peurbadus, hag e raio al leñverien tro ar straedoù.
Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.
An Aotrou a zo bet evel un enebour. Lonket en deus Israel, lonket e holl balezioù, distrujet e holl greñvlec'hioù. Liesaet en deus e ti merc'h Juda an huanadoù hag ar c'hlemmoù.
Evel-se emañ ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan warni. Merc'hed ar broadoù a zisplego ar c'hlemmgan-mañ diwar-benn an Ejipt hag hec'h holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.
En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue!
Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc’h ober trouz,
O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras ha tud a ouele hag a laoske kriadennoù kreñv.