Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An Aotrou a zo bet evel un enebour. Lonket en deus Israel, lonket e holl balezioù, distrujet e holl greñvlec'hioù. Liesaet en deus e ti merc'h Juda an huanadoù hag ar c'hlemmoù.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 2:5
17 Referencias Cruzadas  

Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


Perak e kuzhez da zremm, hag e kontez ac'hanon evel da enebour?


Entanet en deus e gounnar a-enep din, va sellet en deus evel unan eus e enebourien.


Taolet ec'h eus kuit emglev da servijer, e gurunenn ec'h eus diskaret d'an douar ha disakret.


Torret ec'h eus e holl glouedoù, dismantret ec'h eus e gastelloù-kreñv.


Hag e stardin Ariel, ne vo nemet garmoù ha klemmoù, hag e vo evidon evel un Ariel.


Met disent int bet, glac'haret o deus ar Spered-Santel, hag eo deuet o enebour; eñ e-unan en deus stourmet a-enep dezho.


Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Setu ez an da zistreiñ an armoù brezel a zo en ho taouarn, ma stourmit ganto en diavaez ar mogerioù a-enep roue Babilon hag ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, hag e tastumin anezho e-kreiz ar gêr-mañ.


Da holl amourouzien o deus da ankounac'haet, n'int ket e chal ganit, rak skoet em eus warnout evel ma skoer war un enebour, evel ma kastizer un den garv, en abeg da liester da fallagriezhoù ha da vraster da bec'hedoù.


Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec'hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec'hioù merc'h Juda, o zaolet en deus d'an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.


Stegnet en deus e wareg evel un enebour. Dalc'het en deus e zehou evel hini un argader, lazhet en deus kement hini a oa plijus d'al lagad. E teltenn merc'h Sion en deus skuilhet e gounnar evel un tan.


Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.


Samuel a lavaras: Perak e c'houlennez kuzul diganin, pa'z eo en em dennet an AOTROU diganit, hag eo deuet da enebour?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos