hag e respontis d'ar roue: Ra vevo ar roue da viken! Penaos ne vefe ket trist va dremm, pa chom kêr, lec'h bezioù va zadoù, gwastet, he dorojoù devet dre an tan?
Jeremiaz 8:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bloñset on en abeg da vloñs merc'h va fobl, er c'hañv on, ar glac'har en deus kroget ennon. |
hag e respontis d'ar roue: Ra vevo ar roue da viken! Penaos ne vefe ket trist va dremm, pa chom kêr, lec'h bezioù va zadoù, gwastet, he dorojoù devet dre an tan?
Lavarout a ri dezho ar gomz-mañ: Va daoulagad a deuz e daeroù noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.
Juda a zo bet e kañv, e zorojoù a zo mantret, glac'haret, gourvezet d'an douar, ha kriadegoù Jeruzalem a sav.
Ha me ne'm eus ket nac'het bezañ mesaer war da lerc'h, ha ne'm eus ket c'hoantaet deiz ar gwalleur, gouzout a rez. Ar pezh a zo deuet eus va muzelloù a zo bet dirazout.
Va c'hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c'halon! Va c'halon a lamm, ne c'hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec'h eus son ar shofar, kri ar brezel.
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
Skrapadeg, reuz, distruj! Ar galon a deuz, an daoulin a gren, an divgroazell a zo er glac'har, hag an holl dremmoù a zroukliv.