Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.
ar baotred, ar maouezed, ar vugale, merc'hed ar roue, an holl dud en doa lezet Nebuzaradan penn ar warded gant Gedalia mab Ahikam mab Shafan, kenkoulz hag ar profed Jeremiaz ha Baruk mab Nerija,