Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Va renet en deus ha graet din kerzhout en deñvalijenn ha nann er sklêrijenn.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 3:2
11 Referencias Cruzadas  

Kaset e vo eus ar sklêrijenn d'an deñvalijenn, bountet e vo er-maez eus ar bed.


Pa c'hortozen an eurvad, an drougeur a zo deuet. Pa c'hortozen ar sklêrijenn, an deñvalijenn a zo deuet.


Setu perak ar varnedigezh a zo pellaet diouzhimp, hag ar reizhder ne zeu ket betek ennomp: Gortoz a reomp ar sklêrijenn ha setu amañ an deñvalijenn, ar sklaerder hag e kerzhomp en noz.


Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.


Sellout a ran ouzh an douar, ha setu emañ dizoare ha goullo, ouzh an neñvoù, n'eus ken a sklerijenn.


Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.


hag e tastorni e-kreiz an deiz evel ma tastorn an dall en deñvalijenn, ne ri ket berzh ez hentoù, heskinet ha dibourc'het e vi bepred, ha ne vo den ebet da zieubiñ ac'hanout.


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos