Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 A-enep din en deus troet ha distroet e zorn e-pad an deiz.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 3:3
10 Referencias Cruzadas  

En diskuizh e oan hag en deus va bruzunet, kroget en deus em gouzoug ha brevet ac'hanon, va lakaet da wenn evit e viroù.


Ho pet truez ouzhin! Ho pet truez ouzhin, va mignoned! Rak skoet on bet gant dorn Doue.


mar em eus savet va dorn a-enep an emzivad, pa em eus e welet ouzh an nor ha ma c'hellen e skoazell,


Biroù an Holl-C'halloudeg a zo ennon, va spered a ev o binim, spontoù Doue en em renk a-enep din.


AOTROU, na'm c'hastiz ket en da gounnar, ha na'm finij ket en da fulor.


Lakaat a rin va dorn warnout, teuziñ a rin da vergl evel gant kali, hag e lamin kuit da holl staen.


Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.


Met disent int bet, glac'haret o deus ar Spered-Santel, hag eo deuet o enebour; eñ e-unan en deus stourmet a-enep dezho.


an AOTROU ne fello ket dezhañ pardoniñ d'an den-se, met kounnar an AOTROU hag e warizi en em dano en e enep, an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ a bouezo warnañ, hag an AOTROU a lamo e anv a-zindan an neñvoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos