me a ziframmo ac'hanoc'h eus va bro am eus roet deoc'h, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag e rin dezhañ bezañ ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.
Jeremiaz 44:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar? |
me a ziframmo ac'hanoc'h eus va bro am eus roet deoc'h, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag e rin dezhañ bezañ ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.
Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
Jeruzalem a ya d'an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c'hloar.
Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, hag e c'halvo e servijerien dre un anv all.
Kêrioù Juda ha tud Jeruzalem a yelo da grial etrezek doueoù ma kinnigont ezañs dezho, met ne saveteint ket anezho en amzer o gwalleur.
Rak AOTROU an armeoù, an hini en doa da blantet, en deus disklêriet an droug ez enep, en abeg d'an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc'h imoriñ ac'hanon en ur ginnig ezañs da Vaal.
evit ober eus o bro ur glac'har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn.
Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.
me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar.
Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,
Rak mibien Israel ha mibien Juda n'o deus graet nemet an droug dirak va daoulagad abaoe o yaouankiz. Mibien Israel n'o deus graet nemet va c'hounnariñ gant oberoù o daouarn, eme an AOTROU.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec'h-mañ.
Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, e varvint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs.
en abeg d'an droug o deus graet evit va c'hounnariñ, o vont da ginnig ezañs ha da servijañ doueoù all, n'o deus ket anavezet, nag int, na c'hwi, nag ho tadoù.
Ha bremañ evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Perak e rit an droug bras-se deoc'h hoc'h-unan, en ur lakaat da lemel ac'hanoc'h a-douez Juda, paotred, maouezed, bugale, poupiged, en doare ma ne vo nemorant ebet ac'hanoc'h?
Petra! Laerezh a rit, muntrañ a rit, avoultriñ a rit, touiñ a rit e gaou, kinnig a rit ezañs da Vaal, mont a rit war-lerc'h doueoù all n'anavezit ket,
Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?
Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.
Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c'hrec'hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.
Setu perak ec'h aberzh d'e roued hag e laka da vogediñ d'e lasoù, rak drezo eo druz e lodenn ha saourus e voued.
Ar c'hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiñ an den yaouank hag ar werc'hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.
Piv a voe a re a enebas goude bezañ klevet, nemet ar re holl a zeuas kuit eus Ejipt dindan renerezh Moizez?