Jeremiaz 29:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned18 Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez, Ver Capítulo |
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N'hoc'h eus ket sentet ouzhin oc'h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesañ. Setu ec'h embannan en hoc'h enep, eme an AOTROU, frankiz ar c'hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezañ un euzh dre holl rouantelezhioù an douar.
Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, e varvint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs.