Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 29:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da gas a-enep dezho ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag o lakain da zont evel fiez gwall fall na c'hell ket bezañ debret, ken fall ma'z int.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 29:17
14 Referencias Cruzadas  

Ar vroad pe ar rouantelezh na servijo ket Nebukadnezar roue Babilon, ha na lakaio ket e c'houzoug dindan yev roue Babilon, ar vroad-se a gastizin-me, eme an AOTROU, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, betek ma em bo distrujet anezho dre e zorn.


Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,


Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.


Dont a raio hag e skoio war vro Ejipt, d'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'an harlu ar re a zo evit an harlu, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze.


D'ar pevare miz, d'an navet eus ar miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.


Hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec’h, naonegezhioù ha bosennoù. Traoù spouronus en em ziskouezo ha sinoù bras eus an neñv.


Gwalleur d’ar gwragez brazez ha d’ar magerezed en deizioù-se! Rak e vo ur glac’har bras war ar vro ha droug a-enep ar bobl-mañ.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos