ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.
Jeremiaz 36:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed. |
ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.
Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet.
Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.
met mar distro eus he fallentez ar vroad-se am eus komzet diwar he fenn, em bo ivez keuz d'an droug am boa soñjet ober dezho.
Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.
Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.
Marteze e selaouint hag e tistroint pep hini diwar e hent fall, hag em bo keuz d'an droug a soñjen ober dezho en abeg da zrougiezh o oberoù.
Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.
Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras.
Te neuze, mab an den, gra dit pakadoù evit ermaeziañ, ha kae er-maez e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Kae er-maez, eus al lec'h ma chomez da ul lec'h all, dirak o daoulagad, ha marteze e welint ez int un ti disent.
Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe?
Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.
Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.
evit o welout e welont ha n’anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec’hedoù.
Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p’en gwelint, e toujint anezhañ.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.
Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.
Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
ma tistroi d'an AOTROU da Zoue ha ma senti ouzh e vouezh e kement tra a c'hourc'hemennan dit hiziv, te ha da vibien, eus da holl galon hag eus da holl ene,
Te a zistroio hag a sento ouzh mouezh an AOTROU, hag e ri diouzh an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv.
Ra o devo atav an hevelep kalon evit va doujañ hag evit mirout va gourc'hemennoù, hag e vint eürus, int hag o mibien, da viken.
An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.
Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.