Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h war Israel!
Jeremiaz 34:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met goude e trojont meno, hag e rejont distreiñ o servijerien hag o mitizhien o doa kaset kuit frank, hag o lakajont da vezañ servijerien ha mitizhien. |
Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h war Israel!
Rak en em luban e-unan dirak e zaoulagad, evit kas da benn e bec'hed hag embregañ e gasoni.
Faraon, o welout e oa un ehan, a galetaas e galon, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .
Faraon a c'halvas Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pedit evidon an AOTROU , evit ma pellaio ar raned diouzhin ha diouzh va fobl, hag e lezin ar bobl da vont evit aberzhiñ d'an AOTROU .
Pedit an AOTROU , ha ma ne vo ken na kurunadoù na grizilh; me ho lezo da vont ha c'hwi ne chomot ket pelloc'h.
Evel ma tistro ar c'hi d'ar pezh en deus distaolet, evel-se e tistro ar sod d'e sotoni.
Dre ma n'eo ket sevenet buan ar setañs a-enep an oberoù fall, kalon an dud a zo leun a c'hoant d'ober an droug.
An holl bennoù hag an holl bobl aet en emglev-se a zivizas kas frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, evit na lakaje den da sklav anezho ken. Sentiñ a rejont, hag e kasjont anezho kuit.
Met troet hoc'h eus meno ha saotret hoc'h eus va anv, oc'h ober distreiñ pep hini e servijer ha pep hini e vatezh ho poa kaset kuit frank, ha lakaet hoc'h eus anezho da vezañ servijerien ha mitizhien.
Lakaat a rin ivez Sedesia roue Juda, gant e bennoù, etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag etre daouarn arme roue Babilon en deus pellaet diouzhoc'h.
Arme Faraon a oa deuet er-maez eus an Ejipt, hag ar Galdeiz, ar re a sezize Jeruzalem, o vezañ anavezet kement-se, en em dennas eus Jeruzalem.
Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.
Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.
hag ar re a zistro diouzh an AOTROU, hag ar re ne glaskont ket an AOTROU ha ne soñjont ket ennañ.
Pa gav un den e enebour, hag e lezel a ra da vont kuit yac'h ha mat? Ra raio an AOTROU mad dit evit ar pezh ac'h eus graet din hiziv!
Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.