Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 34:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 An holl bennoù hag an holl bobl aet en emglev-se a zivizas kas frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, evit na lakaje den da sklav anezho ken. Sentiñ a rejont, hag e kasjont anezho kuit.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 34:10
12 Referencias Cruzadas  

Mar prenez ur sklav hebreat, e servijo ac'hanout c'hwec'h vloaz, met d'ar seizhvet ez aio kuit frank hep reiñ netra.


Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,


Priñsed Juda, o vezañ klevet an traoù-se, a bignas eus ti ar roue da di an AOTROU, hag ec'h azezjont ouzh dor Nevez ti an AOTROU.


Neuze ar briñsed hag ar bobl a lavaras d'an aberzhourien ha d'ar brofeded: An den-se n'eo ket dellezek a varv, rak en anv an AOTROU hon Doue eo en deus komzet ouzhimp.


Met goude e trojont meno, hag e rejont distreiñ o servijerien hag o mitizhien o doa kaset kuit frank, hag o lakajont da vezañ servijerien ha mitizhien.


pennoù Juda ha pennoù Jeruzalem, ar spazhidi, an aberzhourien, hag holl dud ar vro o deus tremenet etre an daou hanter leue;


e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoù a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoù.


Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.


Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.


rak Herodez a zouje Yann, oc’h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos