Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 34:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 evit ma kasje kuit frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, Hebread pe Hebreadez, ha ma ne lakaje den da sklav e vreur Yuzev.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 34:9
16 Referencias Cruzadas  

Un tec'her a zeuas da lavarout da Abram an Hebread. Eñ a oa o chom e dervennoù Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa un emglev gant Abram.


Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amañ kennebeut ne'm eus graet netra evit bezañ lakaet en toull-mañ.


Digor a reas anezhi hag e welas ar bugel; setu, e oa ur paotr bihan a ouele. Trugarez he doe outañ hag e lavaras: Unan eo eus bugale an Hebreed.


Sentiñ a raint ouzh da vouezh, hag ez i, te hag henaourien Israel, da gavout roue an Ejipt, hag e lavarot dezhañ: An AOTROU , Doue an Hebreed, a zo deuet a-raok deomp. Lez ac'hanomp d'ober ur veaj a dri devezh er gouelec'h da aberzhiñ d'an AOTROU hon Doue.


Rak pobloù galloudek ha rouaned vras o sujo, int ivez, ha me a zaskoro dezho hervez o oberoù hag hervez labour o daouarn.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


Hag en deiz-se, eme AOTROU an armeoù, e vruzunin e yev diwar da c'houzoug hag e torrin da ereoù, ha ne vi ken sujet d'an diavaezidi.


An holl bennoù hag an holl bobl aet en emglev-se a zivizas kas frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, evit na lakaje den da sklav anezho ken. Sentiñ a rejont, hag e kasjont anezho kuit.


Met c’hwi eo ar re a ra dislealded hag a ra koll, ha c’hoazh d’ho preudeur!


Hag Hebreed int? Bez’ on ivez. Hag Israeliz int? Bez’ on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez’ on ivez.


Ma en em werzh dit da vreur, a-douez an Hebreed, den pe gwreg, e servijo ac'hanout c'hwec'h vloaz, d'ar seizhvet bloaz e kasi anezhañ frank eus da di.


me, amdroc’het d’an eizhvet deiz, eus gouenn Israel, eus meuriad Benjamin, Hebre ganet eus Hebreed, farizian e-keñver al lezenn,


En em ziskouez a rejont eta o-daou da warded ar Filistined, hag ar Filistined a lavaras: Setu an Hebreed a zeu er-maez eus an toulloù ma oant kuzhet enno.


Ar Filistined, o klevout trouz ar c'hriadennoù a levenez, a lavaras: Petra eo ar c'hriadennoù a levenez-se e kamp an Hebreed? Hag ec'h anavezjont e oa deuet arc'h an AOTROU d'ar c'hamp.


Filistined, bezit kreñv, bezit kadourien, gant aon na vefec'h sklaved d'an Hebreed, evel ma'z int bet deoc'h. Bezit eta kadourien, ha stourmit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos