Jeremiaz 33:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez. |
Ra en devo Doue truez ouzhimp ha ma hor bennigo, ra lakaio e zremm da lugerniñ warnomp, Ehan
En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.
An AOTROU a dremenas dirazañ hag a grias: An AOTROU , an AOTROU! An Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded,
ur mare evit lazhañ hag ur mare evit yac'haat, ur mare evit diskar hag ur mare evit sevel,
Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.
Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.
Ezekiaz a lavaras da Izaia: Mat eo komz an AOTROU ac'h eus disklêriet. Hag e lavaras: Dre ma vo peoc'h ha surentez e-pad va deizioù!
Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.
Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.
Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.
Neuze da sklêrijenn en em ziskouezo evel gouloù-deiz, da yec'hed a ziwano buan, da reizhder a yelo dirazout, ha gloar an AOTROU a vo da ward a-dreñv.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic'hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kañjolet war an daoulin.
Rak gouzout a ran ar soñjoù a ran evidoc'h, eme an AOTROU, soñjoù a beoc'h ha nann a zroug, evit reiñ deoc'h un dazont hag un esperañs.
Distroit, mibien disent, yac'haat a rin ho tianzavadur. Setu e teuomp da'z kavout, rak an AOTROU hon Doue ez out.
Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.
Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.
Barn a raio etre pobloù niverus, hag e tivizo evit broadoù galloudus betek ar broioù pell; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.
Diskouez a ri da fealded da Jakob, da drugarez da Abraham, evel ma ec'h eus touet d'hon tadoù en deizioù gwechall.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m’o devo ar vuhez, ha m’o devo anezhi gant fonnuster.
Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,