David a lavaras da Uri: Chom c'hoazh hiziv amañ, ha warc'hoazh ez kasin kuit. Uri a chomas eta e Jeruzalem an deiz-se hag an deiz war-lerc'h.
Jeremiaz 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa en em walc'hfes gant nitrat, o kemer soavon e-leizh, da zireizhder a chomfe merket dirazon, eme an Aotrou AOTROU. |
David a lavaras da Uri: Chom c'hoazh hiziv amañ, ha warc'hoazh ez kasin kuit. Uri a chomas eta e Jeruzalem an deiz-se hag an deiz war-lerc'h.
Lakaet ec'h eus hon direizhder dirazout, hag hor pec'hedoù kuzhet dirak sklêrijenn da zremm.
Rak va daoulagad a zo war o holl hentoù; n'int ket kuzhet ouzhin, hag o direizhder n'eo ket goloet a-zirak va daoulagad.
Pec'hed Juda a zo skrivet gant un engraver houarn, gant ur beg diamant. Merket eo war daol o c'halonoù ha war gerniel o aoterioù.
Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar gêr wadsec'hedik, kaoter leun a vergl, hag he mergl na zistag ket diouti! Lam tamm ha tamm diouti, hep tennañ d'ar sord.