Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.
dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.
bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.
Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet ar pezh a ra henaourien ti Israel en deñvalijenn, pep hini en e gambr skeudennoù? Rak e lavaront: An AOTROU ne wel ket ac'hanomp, an AOTROU en deus dilezet ar vro.
Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.
Hag e c'hoarvezo en amzer-se ma furchin Jeruzalem gant lampoù, ha ma kastizin he zud en em stag war o lec'hidenn hag a lavar en o c'halonoù: An AOTROU ne raio na mad na droug.
Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.