12 David a lavaras da Uri: Chom c'hoazh hiziv amañ, ha warc'hoazh ez kasin kuit. Uri a chomas eta e Jeruzalem an deiz-se hag an deiz war-lerc'h.
Ha David a c'halvas anezhañ, hag e tebras hag ec'h evas dirazañ, hag en mezvas, met d'abardaez ez eas da gousket en e wele gant servijerien e vestr, ha ne ziskennas ket d'e di.
Mard eo an droug dous d'e c'henoù, mar kuzh anezhañ dindan e deod,
Ac'hane ivez e teui, da zaouarn war da benn, rak an AOTROU en deus distaolet ar re a fiziez enno, ha ne ri ket berzh en o c'hichen.