Jeremiaz 16:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag e lavari dezho: Dre ma o deus ho tadoù dilezet ac'hanon, eme an AOTROU, dre ma'z int aet war-lerc'h doueoù all, dre ma o deus o servijet ha stouet dirazo, dre ma o deus va dilezet ha n'o deus ket miret va lezenn,
Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU o Doue, en deus lakaet o zadoù da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno.
Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU, Doue o zadoù, en deus lakaet anezho da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno.
Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.
An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.
en abeg d'an droug o deus graet evit va c'hounnariñ, o vont da ginnig ezañs ha da servijañ doueoù all, n'o deus ket anavezet, nag int, na c'hwi, nag ho tadoù.
Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neñvoù, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc'h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, hag e vint evel teil war-c'horre an douar.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Juda, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus taolet kuit lezenn an AOTROU ha n'o deus ket miret e reolennoù, met en em gollet int gant o gevier, o doa kerzhet o zadoù war o lerc'h.
Abaoe amzer ho tadoù oc'h en em bellaet diouzh va reolennoù ha n'hoc'h eus ket o miret. Distroit ouzhin, ha me a addeuio d'ho kavout, eme AOTROU an armeoù. Hag e lavarit: Penaos e tistroimp?
Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.