Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 9:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU o Doue, en deus lakaet o zadoù da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 9:9
19 Referencias Cruzadas  

Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoù an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloù.


Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.


Setu perak kounnar an AOTROU a zo bet war Juda ha war Jeruzalem, hag en deus roet anezho d'ar glac'har, d'ar reuz ha d'ar goapaerezh, evel ma welit gant ho taoulagad.


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU, Doue o zadoù, en deus lakaet anezho da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno.


Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.


Kalz a vroadoù a dremeno e-kichen ar gêr-mañ, ha pep hini a lavaro d'e genseurt: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar gêr vras-mañ?


Dre ma hoc'h eus kinniget ezañs, ha ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU, dre ma n'hoc'h eus ket selaouet mouezh an AOTROU, ha ma n'hoc'h eus ket kerzhet en e lezenn nag en e reolennoù nag en e destenioù, en abeg da-se, an droug-mañ a zo c'hoarvezet ganeoc'h, evel ma vez gwelet hiziv.


Hag e lavarint: Perak en deus an AOTROU hon Doue graet an holl draoù-se deomp? Hag e lavari dezho: Evel ma hoc'h eus va dilezet ha ma hoc'h eus servijet doueoù estren en ho pro, evel-se e servijot diavaezidi en ur vro na vo ket deoc'h.


An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.


An holl dremenidi a stlak o daouarn warnout. C'hwitellat a reont, hejañ a reont o fenn war verc'h Jeruzalem. Hag eo hi ar gêr a zo anvet peurvat en he c'haerder, levenez an douar holl?


soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos