1 Rouaned 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned8 An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e c'hwitello hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ? Ver Capítulo |
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.