1 Rouaned 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned7 me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù. Ver Capítulo |
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.