Jeremiaz 10:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv. |
Sell ouzh va zu dehou ha gwel! Den ne anavez ac'hanon, pep degemer a vank din, den n'eo chalet gant va ene.
Az pez soñj eus da vodadenn ac'h eus prenet gwechall, ac'h eus dasprenet evit bezañ meuriad da hêrezh. Az pez soñj eus Menez Sion e-lec'h ma ec'h eus graet da chomlec'h.
Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.
Lavarout a reas: AOTROU , da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra gerzho an AOTROU en hon touez, rak ur bobl eo a c'houzoug reut, pardon hon direizhder hag hor pec'hed, hon dalc'h evel da hêrezh.
An AOTROU en deus graet an holl draoù evel ur respont, an hini drouk zoken evit deiz ar glac'har.
AOTROU an armeoù a vennigo anezho o lavarout: Benniget ra vo Ejipt va fobl, hag Asiria labour va daouarn, hag Israel va hêrezh!
Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.
Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,
Me eo an AOTROU da Zoue, a sko ar mor hag e krog e wagennoù da yudal. AOTROU an armeoù eo e anv.
Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.
Eñ eo en deus graet an douar gant e c'halloud, en deus diazezet ar bed gant e furnez, en deus astennet an neñvoù dre e boell.
Evel-henn e komz an AOTROU, a ro an heol evit bezañ sklerijenn an deiz, a reizh al loar hag ar stered evit bezañ sklerijenn an noz, a faout ar mor hag e goummoù a groz, a zo e anv AOTROU an armeoù:
Diskouez a rez trugarez e-keñver milieroù, hag e taskorez direizhder an tadoù e bruched o mibien war o lerc'h. Te eo an Doue bras, ar Galloudeg, a zo e anv AOTROU an armeoù,
Evel-henn e komz an AOTROU a grou, an AOTROU hag en deus aozet evit kas da benn, a zo e anv an AOTROU:
Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù, evel an Tabor etre ar menezioù, hag evel ar C'harmel er mor, dont a raio.
O dasprener a zo kreñv, e anv eo AOTROU an armeoù. Difenn a raio a-dra-sur o c'haoz, evit reiñ diskuizh d'ar vro, ha lakaat da drefuiñ tud Babilon.
Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak an Hini en deus doareet pep tra ez eo, Israel eo meuriad e hêrezh, AOTROU an armeoù eo e anv.
Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.
Hag an AOTROU a berc'henno Juda evel e hêrezh en douar santel, hag e tibabo c'hoazh Jeruzalem.