Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Hag an AOTROU a berc'henno Juda evel e hêrezh en douar santel, hag e tibabo c'hoazh Jeruzalem.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 2:12
19 Referencias Cruzadas  

met bremañ em eus dibabet Jeruzalem evit ma vo va anv enni, ha dibabet em eus David da vezañ war va fobl Israel.


Hag Haman a gontas da Zeresh e wreg ha da e holl vignoned kement a oa c'hoarvezet. Neuze e re fur ha Zeresh e wreg a lavaras: Mard eo Mardoke, ha te a grogas da gouezhañ dirazañ, eus gouenn ar Yuzevien, ne drec'hi ket warnañ, met kouezhañ a ri dirazañ.


o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na rit ket a zroug da'm frofeded!


Rak an AOTROU en deus dibabet Sion, hag he c'havet mat evit ober enni e chomlec'h.


Bez' eo lec'h va diskuizh, da viken. Enni e vin o chom, rak he dibabet em eus.


Rak an AOTROU en deus dibabet Jakob, hag Israel evit e zalc'h,


Eürus ar vroad he deus an AOTROU da Zoue, ar bobl en deus dibabet evit e hêrezh!


Sav, o Doue, barn an douar! Rak an holl vroadoù az po da hêrezh.


Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.


Gant an abardaez e teu ur spouron trumm; a-raok ar mintin, n'emaint ken. Evel-se eo lodenn ar re a ziwisk ac'hanomp, ha tonkad ar re a breizh ac'hanomp.


te hag am eus kemeret eus pennoù an douar hag am eus galvet eus al lec'hioù pellañ, te hag am eus lavaret dit: Te eo va servijer, da zibabet em eus, ne'm eus ket da zistaolet.


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv.


Koulskoude an holl re a zebr ac'hanout a vo debret, ha da holl enebourien, holl anezho, a yelo d'ar sklavelezh. Ar re a ziwisk ac'hanout a vo diwisket, hag ar re a breizh ac'hanout a vo roet d'ar breizhadeg.


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak an Hini en deus doareet pep tra ez eo, Israel eo meuriad e hêrezh, AOTROU an armeoù eo e anv.


Kri c'hoazh o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Va c'hêrioù a vo c'hoazh leun a vadoù, hag an AOTROU a frealzo c'hoazh Sion, hag a zibabo c'hoazh Jeruzalem.


An AOTROU a lavaras da Satan: Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, Satan! Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, eñ hag en deus dibabet Jeruzalem.! Hemañ, ha n'eo ket un etev tennet eus an tan?


E gavet en deus en ur vro distro, en ul lec'h digenvez ha dilezet d'ar yudadegoù. E c'hronnet en deus, eveshaet en deus outañ, diwallet en deus anezhañ evel e ibil-lagad,


rak lodenn an AOTROU eo e bobl, Jakob eo lodenn e hêrezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos