Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 2:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ra davo pep kig dirak an AOTROU! Rak dihunet eo er-maez eus e chomadur santel.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 2:13
26 Referencias Cruzadas  

Goude-se an aberzhourien Levited a savas hag a vennigas ar bobl, hag o mouezh a voe klevet, hag o fedenn a yeas betek an neñvoù, chomlec'h santel an AOTROU.


An AOTROU a zo e templ e santelezh. An AOTROU en deus e dron en neñvoù, e zaoulagad a sell, e valvennoù a furch mibien an dud.


Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.


Kanit da Zoue, meulit e anv, kempennit hent an hini a zeu er plaenennoù! An AOTROU eo e anv, laouenait dirazañ!


Neuze an AOTROU a zihunas evel un den a gouske, evel ur brezelour o leuskel kriadennoù gant ar gwin.


Ar pobloù a gemero anezho, hag o degaso en-dro d'o bro. Ti Israel o ferc'henno war douar an AOTROU evel servijerien hag evel servijerezed. Kas a raint en dalc'herezh ar re o doa o dalc'het, hag e vestroniint war ar re o doa o gwasket.


En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi.


Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.


Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec'h an AOTROU! Dihun, evel en deizioù a wechall, en oadoù kozh. Ha n'eo ket te a frikas Rahab, hag a c'hloazas an aerouant?


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?


Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?


Profediñ a ri dezho an holl draoù-se: Lavarout a ri: An AOTROU a yudo eus an nec'h, hag a roio da glevout e vouezh eus e chomlec'h santel; yudal a raio a-enep e annezlec'h, leuskel a raio kriadennoù, evel ar re a jaodr er waskerell, a-enep holl dud an douar.


Met emañ an AOTROU e templ e santelezh. Ra davo an douar holl dirazañ.


Chom peoc'h dirak an Aotrou AOTROU! Rak tost eo deiz an AOTROU, rak an AOTROU en deus aozet un aberzh, ha santelaet en deus e re bedet.


Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.


Setu perak, va gortozit, eme an AOTROU, d'an deiz ma savin evit an diwisk. Rak divizet em eus dastum ar broadoù, ha bodañ ar rouantelezhioù, evit skuilhañ warno va c'hounnar, holl dan va fulor, rak an douar holl a vo lonket dre dan va gwarizi.


Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.


Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.


Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.


Met kentoc’h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d’an hini en deus graet anezhañ: Perak ec’h eus va graet evel-se?


Mar lavarez ez kalon: Penaos ec'h anavezimp ar gomz ha n'eo ket bet lavaret gant an AOTROU?


Pa gomzo ur profed en anv an AOTROU, ha na vo ket ar pezh an devo lavaret, na c'hoarvezo ket, kement-se a vo ur gomz n'en devo ket lavaret an AOTROU. Ar profed en devo komzet gant rogoni; na'z po ket aon outañ.


Sell eus da chomlec'h santel, eus an neñvoù, bennig da bobl Israel hag ar vro ac'h eus roet deomp, evel ma'z poa touet d'hon tadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos