ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!
E-touez mibien an aberzhourien, e voe kavet hiniennoù hag o doa kemeret gwragez estren: a-douez mibien Jezua mab Jozadak hag a-douez e vreudeur, Maaseja, Eliezer, Jarib, Gedalia,
Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.
Koulskoude e vint servijerien em santual, evit eveshaat ouzh dorojoù an ti ha servijañ en ti: lazhañ a raint evit ar bobl al loskaberzh hag an aberzhoù all, hag en em zalc'hint dirazo da servijañ anezho.
Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
Zorobabel mab Salatiel, Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag an nemorant eus ar bobl a glevas mouezh an AOTROU o Doue ha komzoù Agge ar profed, hervez ar garg en doa e gaset eviti an AOTROU o Doue. Hag ar bobl en doe aon dirak an AOTROU.
Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,
Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.