Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Jeremiaz 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Selaouit ar gomz en deus an AOTROU disklêriet deoc'h, ti Israel. |
Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Selaou, va fobl, hag e komzin; testeniañ a rin a-enep dit, o Israel! Me eo Doue, da Zoue.
Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!
Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.
Evel-henn e komz an AOTROU: Na zeskit ket hent ar broadoù, n'ho pet ket aon rak arouezioù an neñvoù evel ma o deus aon ar broadoù razo.
Lavar: Selaou ouzh komz an AOTROU, roue Juda, azezet war dron David, te, da servijerien ha da bobl, c'hwi hag a ya dre an dorojoù-mañ,
neuze, selaouit bremañ komz an AOTROU, nemorant Juda! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Mar troit ho tremmoù evit mont d'an Ejipt, mard it da chom eno,
An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoù o barv hag a zo o chom er gouelec'h, rak an holl vroadoù a zo diamdroc'h, hag holl di Israel a zo diamdroc'h a galon.
Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.
Ha bremañ selaou komz an AOTROU: Lavaret ec'h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoù a-enep ti Izaak.
Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.