Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 4:1
44 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.


Selaou, va fobl, ha da aliañ a rin, o Israel, ma selaoufes ouzhin!


Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


Selaouit eta komz an AOTROU a ren war ar bobl-mañ a Jeruzalem, tud goapaerien:


Tostait, broadoù, da selaou! Ha c'hwi, pobloù, bezit evezhiek! Ra selaouo an douar, ha kement a zo ennañ! Ar bed ha kement a zeu diwarnañ!


Rak devezh veñjañs an AOTROU eo, bloavezh an daskor e-keñver gwirioù Sion.


Bremañ eta, annezerien Jeruzalem ha tud Juda, barnit etre me ha va gwinienn.


Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.


N'o deus ket anavezet hent ar peoc'h, n'eus barnedigezh ebet war o roudennoù, o gwenodennoù a zo deuet kammigellek, ar re holl a gerzh enno n'anavezont ket ar peoc'h.


Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.


Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!


Lavar: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda ha tud Jeruzalem: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war al lec'h-mañ un droug a dinto e divskouarn kement hini a glevo diwar e bouez.


Selaouit komz an AOTROU, ti Jakob hag holl diegezhioù ti Israel:


Setu perak e pledin c'hoazh ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e pledin gant mibien ho mibien.


An trouz a zeuio betek penn an douar, rak an AOTROU en deus ur breud a-enep ar broadoù, mont a ra e barnedigezh a-enep pep kig, ar re zrouk a vo roet d'ar c'hleze, eme an AOTROU.


Koulskoude, selaou komz an AOTROU, Sedesia roue Juda! Evel-henn e komz an AOTROU diwarnout: Ne varvi ket dre ar c'hleze.


Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.


En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.


Lavaret em eus: N'eo nemet ar re-vihan en em ziskouez diskiant, rak n'anavezont ket hent an AOTROU.


Rak Israel ha Juda n'int ket dilezet gant o Doue, AOTROU an armeoù, daoust d'o bro bezañ leuniet a dorfedoù dirak Sant Israel.


Rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, eus ar profed d'an aberzhour, holl e reont gant touell.


Neuze e lavari dezho: Amañ emañ ar vroad na selaou ket mouezh an AOTROU he Doue ha na zegemer ket ar gelennadurezh. Ar wirionez a zo aet da goll, lamet eo diouzh o genoù.


Maouezed, selaouit komz an AOTROU, ra zegemero ho skouarn komz e c'henoù, kelennit d'ho merc'hed hirvoudiñ, hag an eil d'eben ober gwerzioù.


Stegnañ a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N'eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n'anavezont ket ac'hanon, eme an AOTROU.


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an d'o zeuziñ ha d'o amprouiñ, rak penaos e rafen e-giz-all e-keñver merc'h va fobl?


Setu perak, avoultrerez, selaou komz an AOTROU:


Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.


An AOTROU en deus ivez ur prosez gant Juda. Kastizañ a raio Jakob evit e hentoù, hag e taskoro dezhañ hervez e oberoù


Selaouit kement-mañ, aberzhourien! Bezit evezhiek, c'hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc'h, dre ma'z oc'h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.


O oberoù n'o lezo ket da zistreiñ d'o Doue, rak ar spered a c'hastaouerezh a zo en o zouez, ha n'anavezont ket an AOTROU.


Selaouit kement-mañ, henaourien! Roit ho skouarn, c'hwi holl dud ar vro! Ha c'hoarvezet ez eus un dra bennak heñvel en ho teizioù pe e deizioù ho tadoù?


Selaouit ar gomz-mañ en deus disklêriet an AOTROU a-enep deoc'h, mibien Israel, a-enep an holl diegezhioù am eus lakaet da bignat eus bro Ejipt o lavarout:


Ha bremañ selaou komz an AOTROU: Lavaret ec'h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoù a-enep ti Izaak.


Selaouit, menezioù, prosez an AOTROU, ha c'hwi diazezoù start an douar! Rak an AOTROU en deus ur prosez gant e bobl, hag e fell dezhañ breutaat a-enep Israel.


N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.


Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.


Dihunit hervez ar reizhder ha na bec’hit ket, rak bez’ ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos