Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 22:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 22:19
30 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a lavaras: Piv a douello Akab, evit ma pigno ha ma varvo e Ramod-Galaad? Unan a respontas en un doare hag egile en un doare all.


Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez.


Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez da gavout an AOTROU.


Selaou, va fobl, ha da aliañ a rin, o Israel, ma selaoufes ouzhin!


hag e weljont Doue Israel. Dindan e dreid e oa evel un oberenn safir treuzwelus, heñvel ouzh an neñvoù o-unan en o glanded.


Moizez hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel a bignas,


Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!


Selaouit eta komz an AOTROU a ren war ar bobl-mañ a Jeruzalem, tud goapaerien:


Selaouit komz an AOTROU, ti Jakob hag holl diegezhioù ti Israel:


Selaouit ouzh komz an AOTROU, c'hwi holl harluidi, am eus kaset eus Jeruzalem da Vabilon,


neuze, selaouit bremañ komz an AOTROU, nemorant Juda! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Mar troit ho tremmoù evit mont d'an Ejipt, mard it da chom eno,


Mab an den, profediñ a ri a-enep profeded Israel a zo o profediñ. Lavar d'ar re a zo o profediñ hervez o c'halon o-unan: Selaouit komz an AOTROU:


Setu perak, avoultrerez, selaou komz an AOTROU:


Ha bremañ selaou komz an AOTROU: Lavaret ec'h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoù a-enep ti Izaak.


An den en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a respontas o lavarout: Int eo ar re en deus kaset an AOTROU evit ergerzhout an douar.


Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,


Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.


Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoù hag eus e servijerien flammoù tan.


C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,


Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d’an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.


Spered an AOTROU en em dennas eus Saül, hag ur spered fall a-berzh an AOTROU a drubuilhas anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos