Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.