Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 7:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 7:17
24 Referencias Cruzadas  

En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Kas a reas pobladoù kuit a-raok dezho hag o roas dezho da hêrezh, hag e lakaas meuriadoù Israel da chom en o zeltennoù.


O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.


da lakaat a raio du ruilhañ, ruilhañ evel ur bellenn etrezek un douar ledan ha bras, eno e varvi, eno e vi kirri da c'hloar, o mezh ti da vestr!


Hag ar bobl a brofedont dezhi a vo taolet e straedoù Jeruzalem dre an naonegezh ha dre ar c'hleze, ha ne vo den da sebeliañ anezho, nag int nag o gwragez nag o mibien nag o merc'hed, hag e skuilhin warno o drougiezh.


Ha te Pashur, hag an holl re a zo o chom ez ti, a yelo d'an harlu. Mont a ri da Vabilon, hag eno e varvi, hag eno e vi sebeliet, te ha da holl vignoned, ma ec'h eus profedet dezho ar gaou.


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz, goude m'en doe ar profed Hanania torret ar yev diwar c'houzoug ar profed Jeremiaz, er gerioù-se:


Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kasan ac'hanout a-ziwar an douar, mervel a ri er bloaz-mañ, rak ec'h eus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.


evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, diwar-benn Akab mab Kolaja ha diwar-benn Sedesia mab Maaseja, rak e profedont deoc'h e gaou em anv: Setu ez an d'o lakaat e dorn Nebukadnezar roue Babilon, hag o lakaio d'ar marv dirak ho taoulagad.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kaset ec'h eus ez anv lizheroù d'an holl bobl a zo e Jeruzalem, da Sofonia mab Maaseja, an aberzhour, ha d'an holl aberzhourien, o lavarout:


Gwallet o deus ar maouezed e Sion hag ar gwerc'hezed e kêrioù Juda.


Hag an AOTROU a lavaras: Evel-se e tebro mibien Israel o bara dic'hlan e-touez ar broadoù am bo o c'haset en o zouez.


Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.


Setu perak ez eont da vezañ harluet e penn an harluidi, ha festoù an dud orgedus a baouezo.


Rak setu ar pezh a lavar Amoz: Jeroboam a varvo dre ar c'hleze, hag Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.


An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu ur banerad frouezh darev.


Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.


Setu, daoulagad an Aotrou AOTROU a zo war ar rouantelezh bec'herez-se, hag e tistrujin anezhi a-ziwar c'horre an douar. Koulskoude ne zistrujin ket holl di Jakob, eme an AOTROU.


En em laka moal ha touz da vlev, en abeg da'z mibien karet-mat. En em laka moal evel an erer, rak ez int harluet pell diouzhit.


Dastum a rin an holl vroadoù a-enep Jeruzalem evit ober brezel dezhi, hag ar gêr a vo kemeret, an tiez a vo skrapet, ar gwragez a vo gwallet, un hanter eus kêr a yelo en harlu, met un nemorant eus ar bobl ne vo ket lamet eus kêr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos