An AOTROU a ziskouezas din, setu, div baner fiez lakaet dirak templ an AOTROU, goude ma en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet eus Jeruzalem Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant priñsed Juda hag ar gilvizien hag an alc'hwezerien, ha ma en doa o degaset da Vabilon.
An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu e stumme kilheien-raden er c'houlz ma en em lakae ar geot diwezhañ da greskiñ; ar geot diwezhañ a oa goude foennerezh ar roue.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.
An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu edo an Aotrou AOTROU o tisklêriañ e varn dre an tan. Hag an tan a zevas an donder bras hag a zevas ar parkeier.
Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.