Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,
Sant Ian 8:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini en em ro d’ar pec’hed a zo sklavour d’ar pec’hed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag en em ro d’ar pec’hed, a zo esclav d’ar pec’hed. |
Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,
Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?
o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.
Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d’ar pec’hed.
Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec’hed dre ar c’hig.
gant an esperañs e vo ivez dieubet eus sklavelezh ar vreinadurezh evit bezañ e frankiz gloar bugale Doue.
hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma’z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec’h warnañ.