Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d’ar pec’hed.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Rag ni a oar penaos al lezen a zo spirituel; mes me a zo kigus, gwerzet d’ar pec’hed.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 7:14
38 Referencias Cruzadas  

Deuit, gwerzhomp anezhañ d'an Ismaeliz, ha na lakaomp ket hon daouarn warnañ, rak hor breur, hor c'hig eo. Hag e vreudeur a sentas outañ.


Ar Vadianiz a werzhas anezhañ en Ejipt da b-Potifar, ofiser Faraon, penn eus e warded.


Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amañ kennebeut ne'm eus graet netra evit bezañ lakaet en toull-mañ.


Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,


Lakaet o doa o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan. En em roet e oant d'an divinerezh ha d'an achanterezh, hag en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Setu perak em eus euzh ouzhin, hag em eus keuz war ar poultr hag al ludu.


Va ene a zo staget ouzh ar poultr. Gra din advevañ hervez da gomz!


Pec'het em eus a-enep dit, a-enep dit-te da-unan, hag em eus graet ar pezh a zo fall dirak da zaoulagad, en doare ma vi reizh pa gomzi, didamall pa varni.


mard oa savet an heol warnañ, kablus e vo a vuntrerezh. Al laer a zaskoro eta, ma n'en deus ket a beadra, e vo gwerzhet evit e laeroñsi.


A-dra-sur me eo an diwezhañ eus an dud, n'on ket evit kompren evel ar re all,


Pep ger Doue a zo glan. Ur skoed eo d'ar re a laka o fiziañs ennañ.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Evel-henn e komz an AOTROU: Gwerzhet oc'h bet evit netra, hep arc'hant ivez e viot dasprenet.


Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.


Mar dispuilh al lorgnez war ar c’hroc’hen ha mar golo al lorgnez holl groc’hen an hini en deus ar gouli adal ar penn betek an treid, dre holl ma c’hell an aberzhour gwelout,


Mar deu ar c’hig bev da dreiñ en gwenn, ez aio da gavout an aberzhour.


N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Israel, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwerzhet an hini reizh evit arc'hant, hag an hini paour evit ur re votoù-lêr.


Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.


Dre ma n’en doa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d’e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale ha kement en doa, evit paeañ e zle.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.


Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d’an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec’her on.


Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c’hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.


Petra eta? Ha gwelloc’h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec’hed,


o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.


Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c’hig; c’hoant am eus d’ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d’henn ober.


Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentañ kentelioù ar bed.


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


Karout a ri an AOTROU da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh.


Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos