Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 8:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Jesus a respontaz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag en em ro d’ar pec’hed, a zo esclav d’ar pec’hed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini en em ro d’ar pec’hed a zo sklavour d’ar pec’hed.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:34
16 Referencias Cruzadas  

Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, bete ma vezo tremenet an env hag an douar, na dremeno euz al lezen eur iota hep‐ken pe eur poentic euz a eul lizeren, ken na vezo accomplisset holl.


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


Rag gwelet a ran ez oud en eur vestl c’houero meurbed hag en liammou ar fallagriez.


Na lezit ket eta ar pec’hed da ren en ho corf mortel, evit senti outhan en he wall‐ioulou;


Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos, n’euz fors dindan piou en em lakit da zervichoud evel esclav, ez oc’h esclav d’an hini a zentit outhan; pe d’ar pec’hed evit ar maro, pe d’ar zentidigez evit ar justis?


o c’houzoud an dra‐man, penaos hon den koz a zo bet crucifiet assambles ganthan, evit ma vezo distrujet corf ar pec’hed, hag evit na vezimp mui servicherien ar pec’hed.


Rag ni a oar penaos al lezen a zo spirituel; mes me a zo kigus, gwerzet d’ar pec’hed.


Trugarekaad a ran Doue dre Jesus‐Christ hon Aotrou! Evel‐se eta, dre ar spered, ez oun stag ouz lezen Doue, mes dre ar c’hig, ouz lezen ar pec’hed.


en esperans ma vezint delivret ive euz a esclavach ar vreinadurez, evit beza el liberte glorius euz a vugale Doue.


(e pere gwech‐all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed‐man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered‐se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez;


Rag ni ive, a oa gwech‐all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall‐ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a‐enep egile.


o prometi dezhe al liberte, petra‐benag ma’z int ho‐unan esclav d’ar gorruption; rag dond a rer da veza esclav d’an hini gant pehini e vezer bet trec’het.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos